EUREDENN MA MIGNON LOEIZ

(84)

TON DA GERZHET

Selaouit ur sonenn, ur sonennig vihan

En deus savet unan a barrez Seglian.

D’an unnek a geñver, er blez naontek-kant-dek,

Eh oan waet d’un eured bet-hag bourc’h Langedig.

Èl mah oa hir an hent, e’it reiñ nerzh d’ar galon,

Hed-ha-hed, mont ha dont me em lakaas da son.

Ha setu hi savet ma sonennig vihan

Etre bourc’h Langedig ha parrez Seglian.

P’oan arriu en eured deiz mat am boa lâret,

’Menn ema ma mignon, an heni dimezet?

’Menn ema ma mignon Loeiz ar barzh-labourer

Pa ne welan bremañ na eñv na den er gêr?

D’e-menn ema-eñv waet?

Neoazh eh on pedet

Da zont amañ hiriv evit deiz e eured.

— Ar mignon a glaskit, a lâr mestrez an ti

A zo waet mitin-mañ da vilin ar Baodri.

Ya, mitin-mañ e kours, abred, e-raok an deiz

Da glask an heni vo e bried dirak Doue.

Met mard oc’h en eured c’hwi a welo emberr

Getoñ é arriuout Loeiza ar Meliner.

— N'he doa ket achiuet lâret mat he c’homzoù

’Benn e klevan é son, ar bombard, ar binioù.

Setu int é arriu azezet er c’harr-tan,

Koñsorted a bep tu, koñsortezed àr-dreñv.

Hag en arbenn dezhe tud e kargoù uhel;

E-mesk get ar gerent, holl barzhed Breizh-lzel.

— Doc’h o gwelet arriu, me dost a-benn a-raok;

En ur blegiñ ma fenn men {me} daol dezhe ma zok:

Dematoc’h ma mignon, me zo daet d’ho eured

Hemp gober na hemp klask rezon a vod erbet.

Deoc’h ivez, merc’h yaouank, hag a anavan gwell

Pa sinit er paper anv Vedig an Evel. »

— «Mat, mat, a lâr-eñv din, hon daou ’h omp en-gorto

Da welet doc’h an daol holl mignoned ar vro.

Mignoned ha kerent, c’hwi holl hag a garomp

Hag a sikour genomp da huchal: «Dihunamb!»

Hag a zo eveldomp gwir bugale da Vreizh.

Nend int ket razh amañ, mankiñ a ra e-leizh».

— Goude bout gwraet an dro: maerdi, iliz parrez;

Korollet àr ar leur-gêr, choazet ur goñsortez;

Heuliet ma mignon hag e zousig Mari

Eh on bremañ doc’h taol barzh un ostaleri,

Ha neuze, gae, koutant, me ra èl ar re ’rall

Debriñ, evet, kaniñ. Youc’hal èl gwezharall.

Neoazh, e-raok achiu, da ma mignon karet

Ha d’ar plac’h yaouank-se daet da vout e bried,

E lâran a galon: Bennozh Doue deoc’h ho taou

Loeiza ar Meliner, ar barzh Loeiz Herrieù.

Ha me monet d’ar gêr get ur galon koutant

Da c’hortoz eured un all. Tudjentil pe peizant.

Met Loeiz a lâras din en ur stardiñ man dorn:

«Bremañ ema ho tro mignon, Gwilham ar BORGN.»